Mil-hent-dall by Tri Bleiz Die Lyrics
Diouzh un tu ez eus buhezioù bet treset war-eeun ha digamm, d'an tourter
Hañval ouzh ur gourhent e kemerer ken na foeltr, evel ul luc'hedenn ;
En ur c'hlask raspaat, atav ha bepred, un nebeud eilennoù d'an eurier
'vel ma rafed ur redadeg a-enep an amzer o tremen
Dedostait 'ta, ma fell deoc'h, d'ar baradoz timatoc'h
Kentoc'h un distro hir, kemerit 'ta an hentoù-miliner ;
E berr bazioù e vioc'h erruet kalz buanoc'h
Neuze, treuzit, mar plij ganeoc'h, al linenn-diwezh da drec'her
Diouzh un tu all ez eus buhezioù bet treset 'vel ur wenodenn kamm-digamm
Hañval ouzh ur milendall kevrinus, kuzh ha dianavet
'lec'h ma vez dizoloet en-dro, e pleg an hent, ar bugel e oamp
Simpl-ha-simpl en ur selaou trouz hon treid en delioù sec'h ;
Kuit a vezañ diwezhat d'an emgav diwezhañ
Koulz hiraat an droiad, ha perak ket, dont war hor c'hiz
Hag adober ar veaj a gas d'hor bugaleaj
'vit kouezhañ 'tal an Ankoù gant disoursiaj ar yaouankiz