Song Page - Lyrify.me

Lyrify.me

Marvailh Bekasin by Tri Bleiz Die Lyrics

Genre: pop | Year: 2001

Tud yaouank a vBreizh-Izel, yaouankizoù Breizh-Uhel
Dedostait da glevout un istor bet savet
Diwar-benn ur paour-kaezh plac'h, Bekasin ar vatezh
Hag he deus kuitet yaouank-flamm 'r vro 'lec'h ma oa ganet

Erru er gêr a bPariz, ne ouie ket ar yezh
Ha tud a gave de'e e oa sot hag inosantez
Ma vije chomet matezh 'pad e buhez a-bezh
En dije bet Bekasin 'r spered dinec'h bepred

Implijet 'oa bet siwazh pa darzhas ar brezel
Da c'hervel ar vBretoned evit mont d'an talbenn
Hag evel-se ar paour-kaezh plac'h a gasas hep gouzout dezhi
Paotred eus 'bep korn a vBreizh war-eeun d'ar vered

Yaouankizoù Breizh a-bezh, marse 'peus divinet
Kentel ar vojennig-se aes-kenañ da gompren :
Torr da bladenn "Bekasin, ma c'heniterv eo "
Selaou Tri Bleiz Die kentoc'h, dalc'h ur spered dinec'h !