Song Page - Lyrify.me

Lyrify.me

Dalchomp Mat by Tri Bleiz Die Lyrics

Genre: pop | Year: 2003

Glav 'ra ha plac'hed a zo laleno

Kanomp kamaladed
Kamaladed ha tud karet
Hor joa a-boan kuzhet
O vezañ Bretoned
Tud eus bro ar c'hrampouezh
Ar sistr hag ar festoù-noz
Ar c'habelloù krenn hag ar gweleoù kloz
Ar chouchenn hag ar meurvein

Sachomp kuit ! setu ma tegouezh mor an douristed
Sachomp kuit ! emañ ar c'hirri-kampiñ o tont d'hon aloubiñ
Rak hor bro leun a dud laouen, daoust ma ra glav bepred
An hini eo, a blij ar muiañ d'ar C'hallaoued

Glav 'ra ha plac'hed a zo laleno

Kanomp-ni holl a-gevret
Da zegemer an douristed
Espres 'vito 'z omp gwisket
'giz ar c'hantvet tremenet
Hag e-keit ha ma paeint
Evit traoù mod-kozh
E c'hellint disprizout ar binioù-kozh
Hor sevenadur, hor yezh
Sachomp kuit ! setu ma tegouezh mor an douristed
Sachomp kuit ! emañ ar c'hirri-kampiñ o tont d'hon aloubiñ
Dalc'homp mat ! Bretoned, chomomp c'hwek tout an hañvezh
An arc'hant gall a ren a-hed ar bloaz, ar bloaz a-bezh

Deomp da ganañ a-bouezh-penn
Hor c'hanaouennoù lonkerien
Dañsomp gant hor botoù-basket
Araok ma vo poent kousket
Ya, kanomp ar c'hrampouezh
Ar sistr hag ar festoù-noz
Ar c'habelloù krenn hag ar gweleoù kloz
Ar chouchenn hag ar meurvein

Sachomp kuit ! setu ma tegouezh mor an douristed
Sachomp kuit ! emañ ar c'hirri-kampiñ o tont d'hon aloubiñ
Dalc'homp mat ! Bretoned, chomomp c'hwek tout an hañvezh
Bremaik ez aimp da zispign arc'hant gall e Saint-Tropez

Glav 'ra ha plac'hed a zo laleno