Song Page - Lyrify.me

Lyrify.me

Ai ta by Tri Bleiz Die Lyrics

Genre: pop | Year: 2001

Ai 'ta ! Bretoned, poent eo sevel hiriv
Poent eo bale stank-ha-stank war hentoù don ar vro
Poent eo mediñ an edoù hon eus ankounac'haet
Poent eo degas dour da vat d'hor meilhoù dilezet
Ai'ta ! ma mignoned

Ai 'ta ! Bretoned, dav eo sevel bremañ
Dav eo pediñ Sant Kado da reiñ frankiz d'ar vro-mañ
Dav eo deomp eostiñ frouzhennoù hon dispac'h
Dav eo deomp mont war-raok davit deiz ar gloar
Ai 'ta ! a-benn bout dizalc'h

Ai 'ta ! Bretoned, ret eo sevel hor mouezh
Ret eo c'hwezhañ an tantad war-lein ar menez
Ret eo deomp derc'hel penn da vac'herien hor bro
Ret eo deomp chom disuj d'ar vourc'hizien atav