Song Page - Lyrify.me

Lyrify.me

Marv eo ma mestrez by Gilles Servat Lyrics

Genre: pop | Year: 2000

Me am eus ur feunteun
E-barzh kornig ma jardin
Enno ma vin kavet
Deus an noz ha d'ar mintin
Atristet gand ma glac'har
Soñjal da ma mestrez
A zo aet d'an douar

Marv eo ma mestrez
Marv ma oll fiañs
Marv ma flijadur
Ha tout ma oll esperañs
Biken mije soñjet
Nag ar marv a deuje
Da lemmel diganin
Ma dous ma c'harantez

Deus poanioù ar bed-mañ
Fuzulhioù ha sabrennoù
Hastet mar plij ganeoc'h
Finissa din ma deioù
Hastet mar plij ganeoc'h
Finissa din ma buhez
'Vid maz in d'ar bed all
Warlec'h ma c'harantez
C'hoarvez a ra ganin
Evel gant ur marc'hadour
E n'eus ur vatimant
Da navigi war ar mor
Paz echu e veaj
Erruet e porzh ar joa
Pa doucho da Gerne
E renko perissa