Song Page - Lyrify.me

Lyrify.me

Raog Mont Dar Skol by Alan Stivell Lyrics

Genre: pop | Year: 1981

Babig bihan, babig bihan
Maelwenn bihan, maelwenn bihan
Dihunit breman, dihunit breman ma mab
Deuit da zebriñ lein, deuit da zebriñ, achu eo an nos
Roit ho troad kleiz din da lakaad ho pragoù
Lakait ho potoù ha daomp d'ar gegin
'Raog, 'raog mont, 'raog, 'raog mont d'ar skol
'Wid mont d'ar skol, 'wid mont d'ar skol

Babig bihan, babig bihan
Maelwenn bihan, maelwenn bihan
Lârit din-me, lârit din-me, petra 'peus gwraet, petra 'peus gwraet bar skol
C'hoant 'm eus lakaad dour, c'hoant 'm eus lakaad dour deoc'h
C'hoant 'm eus lakaad dour, 'vel 'r boc'h oc'h lous
Redet, redet 'm eus, redet, red eo bet din redeg
War'n doenn vras eo aet ar c'hazh, eo aet ar c'hazh ar c'hlaz
Aet eo kazh ar c'hlaz, aet eo 'r c'hazh da glask ar valafenn wenn
War beg an doenn, doenn, doenn, war 'n doenn blous

Babig bihan, babig bihan
C'hwi 'peus naon, c'hwi 'peus naon
Petra so da zebriñ, petra so ban' ti, petra so da zebriñ tadig ?
Ni so' vont za zebriñ, vont da zebriñ koan, ni so' vont da zebriñ soubenn rous !
Da zebriñ kig bewin, da zebriñ kig dañvad, da zebriñ kig bewin ha soubenn blous !
Achu eo 'n deiz, achu eo 'n dewezh
Piw so 'vont da gousked ?
Maelwenn bihan, Maelwenn bihan